Best NYC Escorts/ Manhattan Escorts girllookup.com Long Island Escorts
X

Ar C’hoc’hu – Mirdi an Arzoù-kaer e Gwened

Gwened

Beaux Arts
  • La Cohue - Musée des beaux-arts de Vannes
  • La Cohue - Musée des beaux-arts de Vannes

Ar C’hoc’hu, Mirdi an Arzoù-kaer, a embann un identelezh gwriziennet don e doare an arz a vremañ. Abaoe un tammig ouzhpenn tregont vloaz zo ez eo bet an diskouezadegoù dibad digarezioù da ziskouez fesonioù liesseurt ar c’hrouiñ plastek bev. E-mesk re all, diskouezadegoù o deus roet da welet labour Pierre Buraglio, Olivier Debré, Guy Le Meaux, François Morellet, Aurélie Nemours, Jean-Pierre Pincemin. Gouestlet eo an estaj kentañ da oberennoù Geneviève Asse, ul livourez vreizhat brudet e meur a vro, ha dre-se e c’hall ar vizitourien gwelet an donezon vras a zo bet graet d’ar mirdi gant an arzourez.

En tachad-pad e roer ivez ur plas bras d’an oberennoù eus fin an XIXvet kantved hag eus penn kentañ an XXvet kantved. Danvez ur sell zo er skeudenn arouezus eus ar C’hrist ouzh ar groaz livet gant Eugène Delacroix (1798-1863) hag en dastumad breizhat puilh a weledvaoù romantel hag a livadurioù intret gant ar vodernelezh.