Best NYC Escorts/ Manhattan Escorts girllookup.com Long Island Escorts
X

Ekomirdi Menez Are

Kommanna, Sant-Riwal

Ethnologie - Histoire - Biodiversité
  • Écomusée des Monts d'Arrée - Village de Kerouat à Commana
  • Écomusée des Monts d'Arrée - Saint-Rivoal
  • Écomusée des Monts d'Arrée - Maison Bothorel, Saint-Rivoal

Etre an natur hag ar glad ez oc’h pedet gant ekomirdi Menez Are da welet daou lec’h dispar : kêriadenn Kerouad e Kommanna, ha ti Korneg e Sant-Riwal.

E-kreiz 12 hektar a vaezioù emañ kêriadenn Kerouad (Kommanna). Gwarezet eo bet mat-tre, ha ganti e weler petra e oa buhez pemdez un tiegezh milinerien eus an XIXvet kantved, ar re Fagot. Tamolodet eo ar gêriadenn en un draoñienn c’hlas. Diorroet e oa en-dro d’ar vilin gentañ a oa bet savet e 1610. Gant ar milinoù hag an natur tro-dro o doa gallet an annezidi bastañ d’o ezhommoù a-hed ar c’hantvedoù, a-unvan-kaer gant an endro.

A-raok ma vefe ur bourk eus Sant-Riwal zoken, e oa dija, e-kichen chapel gozh trev Brasparzh, an ti a oa bet savet e 1702 gant Yvon Korneg hag e wreg Anne Broustal. Un ti gant apoteiz eo, maner bihan ur penn bras, ha miret eo bet en e stad orin. Met tro-war-dro e kendalc’he ar vuhez, tud a oa en tiez, ha kempennet e vezent  a-feur ma’z ae an « aezamant modern » war-raok. Gwelet a reer penaos e oa bet kont gant kement-se betek ar bloazioù 50 gant ti Bothorel, e-kichen ti Korneg. E-kreiz ar bourk, emañ ar glad puilh-se e-kichen gwerjeoù an ekomirdi ma virer gouennoù gwez-avaloù kozh : ur veaj en amzer, ur bourmenadenn en natur, war an hent a gas da Venez-Mikael-an-Are !