Best NYC Escorts/ Manhattan Escorts girllookup.com Long Island Escorts
X

Ekomirdi Sant Degan

Brec'h

Ethnologie - Biodiversité
Écomusée de Saint-Dégan, Brec'h

Ar gêriadenn vihan gant tiez-soul, ar gwenodennoù hag ar strouezhaj en he dro, kement-se a zegas da soñj eus tri c’hantved e buhez ar beizanted e bro an Alre. Al labour hag ar jestroù ankouaet bremañ, ar ouiziegezh deuet da vezañ kredennoù, obererezh mab-den evit fesoniñ maezioù gant kleuzioù, pradeier gleborek, parkeier ha lanneier. Ur veaj da-heul livadurioù gant Lucien Pouëdras, anezhañ un test hag ul livour eus ar vro hag a ziskouez en e oberennoù alan ha maezioù ar c’hornad a-raok 1950. Deuit d’hon heul ha kemerit perzh en abadennoù diseurt a vez a-hed ar bloaz.