E Gourenez Kraozon, en ul lec’h eus ar c’haerañ war bord ar mor, rivinoù abati kozh Landevenneg zo bet test eus 1300 vloaz en istor Breizh. Diazezet e oa bet etre fin ar Vvet ha penn kentañ ar VIvet kantved. An abati-se zo unan eus ar manatioù koshañ a anavezer e Breizh. Gant pemp bloavezh warn-ugent a enklaskoù arkeologel ez eus bet gallet dizoleiñ e-leizh a roudoù eus un istor turmudus, liammet-start ouzh hini Breizh : arsailhoù an Normaned, brezelioù etre Frañs ha Bro-Saoz, brezelioù ar C’hevre…
Krouet e oa bet ar mirdi e 1990, ha taolennañ a ra istor al lec’h adalek e ziazezadur betek distro ar venec’h er bloazioù 1950. Gant an enklaskoù a gendalc’h en deiz hiziv e-barzh arnodvaoù e vez peadra d’ober un diskouezadeg dibad bep bloaz evit teurel sklêrijenn war un doare dibar eus istor al lec’h hag ar c’horn-bro.