Best NYC Escorts/ Manhattan Escorts girllookup.com Long Island Escorts
X

Mirdi an Arzoù-kaer e Kemper

Kemper

Beaux Arts
©photo Pascal Pérennec

Liesseurt-kaer eo an dastumadoù Arzoù-kaer a virer e Kemper. Ganto e weler arz Europa a-hed ouzhpenn pemp kantved. Dre o ampled e c’haller n’eo ket hepken mont a-dreuz mareoù ha luskadoù bras istor an arz, met ivez ober anv eus ar c’hreizennoù livañ pennañ en Europa o doa bleuniet ken er Proviñsoù-Unanet, ken e Spagn ar C’hantved aour, peotramant en Italia varok.

En hollad-se, a ziskouez mat-tre an arz en Europa, e tere pouezañ war un toullad oberennoù rannvroel eus ar c’hentañ. Enno emañ dibarded dastumadoù ar mirdi. Tremen a reont e-bioù skoilh ar folkloraj ; er c’hontrol, talvezout a reont d’ar bed a-bezh.