Best NYC Escorts/ Manhattan Escorts girllookup.com Long Island Escorts
X

Mirdi an arzoù-kaer e Roazhon

Roazhon

Beaux Arts
Musée des beaux-arts de Rennes ©Julien Mignot

E mirdi an arzoù-kaer e Roazhon e klasker kinnig un dastumad arz hag a ziskouez kement tra zo, en holl vareoù, adalek an Henamzer betek an deiz hiziv. Ar mirdi en deus un dastumad klok-kaer a draezoù eus sevenadurezhioù an Henamzer (egiptat, etruskat, gresian-ha-roman) hag eus ar re e-maez Europa. Tennañ a ra ivez ul lodenn eus e binvidigezh eus kabined pezhioù-kurius boemus Christophe-Paul de Robien (1698-1756), prezidant ar Parlamant. En dalc’had-se ez eus un hollad espar a dresadennoù, ma kaver kichen-ha-kichen re Leonardo da Vinci, Sandro Botticelli, Albrecht Dürer ha Rembrandt.

Dispar eo ivez an dastumad livadurioù europat eus ar XIVvet d’an XVIIIvet kantved. Ennañ e kaver pennoberennoù gant Veronese, Georges de La Tour, Rubens… Diskouez a reer an XIXvet kantved dre oberennoù Caillebotte, Sisley, Gauguin peotramant Sérusier.
Abaoe tregont vloaz zo e sav ar mirdi un dalc’had hag a laka luskadoù arz an XXvet kantved war wel, gant prenadennoù evel an oberenn dreistrealour gant Yves Tanguy, An Awen (1929), klokaet gant livadurioù fiziet ennañ abalamour da vrokusted Mirdi broadel an arz modern. Ur plas a-feson a roer d’an arzourien a vremañ eus ar vro, Geneviève Asse, Raymond Hains ha Jacques Villeglé en o zouez.