Best NYC Escorts/ Manhattan Escorts girllookup.com Long Island Escorts
X

Mirdi an Tourioù-tan hag ar balizennoù – Kreizenn vroadel an Tourioù-tan

Enez-Eusa

Patrimoine maritime - Projet de musée
  • © Musée des phares et balises, Ouessant
  • © Musée des phares et balises, Ouessant
  • © Musée des phares et balises, Ouessant

Darempredet stank e vez mor an Hirwazh hag un dachenn eo bet a-viskoazh evit arnodiñ an teknikoù merdeiñ nevez. En Eusa nemetken ez eus pemp tour-tan bras, ha ganto ez eo an enez kement hag ur mirdi dindan an amzer eus ar gouzaviñ er mor. Mirdi an Tourioù-tan hag ar balizennoù, staliet e tour-tan ar C’hreac’h, a ginnig un dastumadeg vroadel dibar e Frañs. Ennañ e teskoc’h istor an tourioù-tan adalek Aleksandria betek ar mare ma oant bet emgefrekaet. Un istor boemus a vo kontet deoc’h : avantur ar sevel tourioù-tan er mor, buhez an diwallerien hag ivez istor ar peñseoù displeget gant kalz traezoù kavet gant an arkeologiezh dindan-vor. Ur raktres ledanoc’h zo bremañ : asambles gant ar mirdi eo strollet Kuzul-departamant Penn-ar-Bed, Park natur rannvroel Arvorig, Park natur mor an Hirwazh, Meurgêr Brest, kumun Eusa hag ar Stad, gant ar c’hoant boutin da sevel un ensavadur dave diwar-benn glad an tourioù-tan.