Best NYC Escorts/ Manhattan Escorts girllookup.com Long Island Escorts
X

Mirdi ar Jakobined ha Ti Pondalez

Montroulez

Histoire - Beaux Arts
Musée de Morlaix

E 2018 e taol Mirdi Montroulez e here ! An diskouezadegoù e kouent ar Jakobined a ro plas da arkitektourien ha saverien ar chanter reneveziñ a gendalc’ho betek 2021. Kemeret e vo tro eus kement-se evit arnodiñ traoù hag adkempenn ar mirdi en-dro d’an Ti Pondalez : setu bravañ pezh dastumad ar mirdi deuet da vezañ ar c’hreiz anezhañ. C’hoazh ez eo an Ti Pondalez ur greizenn evit kompren e-barzh glad kêr. Kontañ a ra deomp eus oadvezh aour Montroulez, pa veze savet an tiez dibar-se gant ar genwerzherien lien lin, tud pinvidik anezho, evit derc’hel o stal ha kinnig o danvez d’ar brenerien. En em astenn a ra ivez betek an amzer vremañ, pa embann keleier eus ar chanterioù a sevener pell diouzh selloù an dud : raktres arkitektouriezh evit mirdi ar Jakobined, labour graet en disgwel war dalc’hadoù ar mirdi, dastumadoù deuet eus ar Jakobined, evel an daou hanter skeudenn gant Rodin diskouezet da-geñver kantved deiz-ha-bloaz marv an arzour, adalek ar 1añ a viz Mezheven 2017… Ur prantad laouen a-gostez evit pep hini eus lec’hiennoù Mirdi Montroulez.