Best NYC Escorts/ Manhattan Escorts girllookup.com Long Island Escorts
X

Mirdi ar Rezistañs e Breizh

Sant-Marc’hell

Histoire
Musée de la Résistance bretonne

18 a viz Mezheven 1944 : pevar bloaz rik goude ar galv d’ar Rezistañs graet gant ar jeneral de Gaulle adalek Londrez, e kroge emgann Sant-Marc’hell. Tost edo an Dieubidigezh. Evit ar wech kentañ e Frañs aloubet e rebarbed ouzh arme Alamagn a soñjed ne c’halle ket bezañ trec’het. Goudoret ha bitailhet e oa bet 2000 a rezistañted vreizhat ha 200 harzlammer eus Frañs dieub gant annezidi ar c’hornad o doa kemeret pikoloù riskloù evit kement-se. Kaset e oant bet un nebeud deizioù a-raok evit ren ar Rezistañs ha harellat an enebourien. Talet o doa gant hardizhegezh ouzh ar soudarded alaman arroutet war ar brezel. Dafar hag armoù o doa bet da-heul an harzlammadenn vrasañ graet gant ar Gevredidi e Frañs aloubet. Deuet e oant a-benn da lazhañ enebourien a-leizh ha d’en em dennañ en noz. Trouz a oa bet graet ken-ha-ken gant an emgannoù kentañ-se. Kemennet o doa fin ur mare teñval eus hon istor, merket gant ar boan, an diouerañs, ar feulster hag ar reolennoù lakaet da ren dre nerzh gant an alouberien.

Emañ mirdi ar Rezistañs e Breizh e lec’h an emgannoù-se end-eeun. Ennañ, war 1000 m2, ez eus lec’hioù-diskouez hag a daolenn buhez pemdez ar Vretoned e-pad an Ac’huberezh ha penaos e oant aet en arme ar Skeudoù betek emgannoù an Dieubidigezh.