Best NYC Escorts/ Manhattan Escorts girllookup.com Long Island Escorts
X

Mirdi breizhek an Departamant

Kemper

Histoire - Archéologie - Arts décoratifs - Patrimoine religieux
Musée départemental breton

Emañ ar Mirdi e Palez kozh Eskibien Kerne, stag ouzh an Iliz-veur Sant-Kaourantin. Ouzhpenn gwelet ar batimant-se, savet adalek ar XVIvet kantved, e c’haller sellet ouzh dastumadoù liesseurt-meurbet ar mirdi.

Er Mirdi e virer unan eus ar brasañ dastumadoù publik a-fet an arkeologiezh e Breizh. Ennañ, da skouer, ez eus un hollad espar a bezhioù orfeberezh hag a briajoù eus ar Ragistor hag an Henamzer, hag ivez ar c’hizelladurioù galian-ha-roman pennañ a zo bet tennet eus an douar e Penn-ar-Bed. Tennañ a ra ul loden vras all eus dastumad ar Mirdi d’an arzoù evel m’int bet lakaet e pleustr e Penn-ar-Bed : priajoù, arrebeuri ha kizelladurioù war goad, orfeberezh, gwerennoù-livet… En em astenn a ra eus ar Grennamzer d’an XXvet kantved. Erfin, diskouez a reer war an ampl penaos e oa bet dedennet an arzourien, al livourien, an dreserien hag ar saverien liketennoù gant an departamant.