Best NYC Escorts/ Manhattan Escorts girllookup.com Long Island Escorts
X

Mirdi broadel ar Morlu e Porzh-Loeiz

Porzh-Loeiz

Histoire - Patrimoine maritime
  • ® MnM-Photo Arnaud Fux
  • ® MnM-Photo Arnaud Fux

Gwikadell Porzh-Loeiz, diwar lein he mogerioù-kreñv ha gant un istor 400 vloaz, a ginnig ur gwel meur dreistordinal war morlenn an Oriant ha Groe. Dastumadoù ar mirdi a gaver en he savadurioù, lakaet tro-dro da ziv egorenn dematek : Saveteiñ war vor ha Teñzorioù er meurvorioù.

Gant istor ar saveteiñ e weler a-walc’h pegen dalc’hus e oa an dud a nac’he tonkadur an dañjer war vor. Gant kalz testenioù, maketennoù ha traezoù eus ar pemdez, an egorenn-se, ha n’eus ket he far e Frañs, a dalvez da enoriñ gant from ar saveteerien a zo harozed anezho, ar vartoloded-se a laka o buhez en arvar evit saveteiñ hini ar re all.

En egorenn Teñzorioù er meurvorioù oc’h pedet d’ur veaj e don ar morioù evit ergerzhet an hentoù-mor war-zu India hag ar Reter-Pellañ gant maketennoù, kartennoù ha benvegoù-merdeiñ hag ivez gant kargadoù prizius lestroù aet d’ar stad, en o zouez kanolioù arem hag holladoù listri porselen dibar.