Best NYC Escorts/ Manhattan Escorts girllookup.com Long Island Escorts
X

Mirdi Istor

Sant-Maloù

Ethnologie - Histoire - Archéologie - Patrimoine maritime - Château
Modèle réduit du Sans-Peur © Musée d’histoire, Saint-Malo

Jakez Karter, Duguay-Trouin, Maupertuis, Chateaubriand, Surcouf, Charcot… A-hed istor Sant-Maloù e kaver anvioù brudet-dreist ha boemus hag a zegas soñj eus un istor par d’ur romant, graet gant ergerzherien ha soñjerien, paramantourien ha kourserien, pesketaerien en Douar-Nevez ha kabitened a vor. E-barzh kastell Sant-Maloù emañ ar mirdi. Kinnig a ra ar bed boemus-se anez en em goll ennañ, ha diskuilhañ un istor puilh ha dibar. Adalek ar madoù sevenadurel a vor kavet e-pad furchadennoù arkeologel dindan an dour e bae Sant-Maloù hag er Renk betek an dastumadoù livadurioù, arzoù-kinklañ pe tudoniezh, ar mirdi a vod ouzhpenn 10 000 a bezhioù hag a denn da emdroadur bro Sant-Maloù. P’ho po pignet gant an tour-meur e vioc’h garedonet gant ur gwel espar war ar gêr istorel, a-raok kenderc’hel ho peaj en amzer dremenet Sant-Maloù gant ur valeadenn betek an tour Solidor a zalc’h eñvor paotred ar C’hab Horn a-dreñv e vogerioù tev.