Best NYC Escorts/ Manhattan Escorts girllookup.com Long Island Escorts
X

Mirdi Kompagnunezh an Indez

Porzh-Loeiz

Histoire - Patrimoine maritime - Arts décoratifs
G. Broudic – Musée de la Compagnie des Indes – Ville de Lorient

Mirdi Kompagnunezh an Indez eo mirdi arz hag istor Kêr an Oriant. Abaoe 1984 emañ en ur savadur eus gwikadell Porzh-Loeiz, anezhi ur bennoberenn eus arkitektouriezh an arme er XVIIvet kantved, krog gant ar Spagnoled hag echuet gant an arkitektour Jacques Corbineau.

Mirdi Kompagnunezh an Indez n’en deus ket e bar e Frañs. Lakaat a ra ar vizitourien da adwelet istor ar c’hompagnunezhioù kenwerzh bras eus ar XVIIvet hag an XVIIIvet kantved. Maketennoù listri, stampoù, kartennoù kozh, arrebeuri indezat hag europat, porselennoù eus Sina, kotonajoù eus Indez : setu aze testoù eus an avantur marzhus-se war vor.

Aet e oa gwazourien ar Gompagnunezh davit marc’hadourezh prizius, war-lerc’h beajoù hir ha dañjerus war vor, betek ribloù Afrika, broioù ar Reter, Azia hag Amerika, da sevel kontoueroù a zegas o anvioù da soñj c’hoazh eus an amzer dremenet avanturus-se : Ouiddah, Moka, Puducherry, Chandernagor, Pegu, Kanton…