Best NYC Escorts/ Manhattan Escorts girllookup.com Long Island Escorts
X

Mirdi Pont-Aven

Pont-Aven

Beaux Arts
  • (c) Musée de Pont-Aven
  • (c) P. Gérard

Bevit un darvoud arzel ne c’halloc’h ket ankouaat e kalon kêr al livourien ! Un hentad nevez-flamm zo kinniget evit gweladenniñ Mirdi nevez Pont-Aven, unan bev ha talvoudus evit ar familh a-bezh. Lakaat e reer ar weladennerien da splujañ e kened « Skol Pont-Aven» gant un 200 bennak a livadurioù hag a oberennoù war baper. Anavezet eo ar skol vrudet-se diouzh livioù rik lakaet a-blad gant linennoù a c’hronn stummoù eeunaet. Gant stignadoù liesvedia evit an holl e c’haller kompren pebezh birvilh a oa e Pont-Aven e bed an arzoù e fin an XIXvet kantved a-drugarez da Baul Gauguin, da Émile Bernard, da Baul Sérusier, hag ivez da Vaurice Denis.