Best NYC Escorts/ Manhattan Escorts girllookup.com Long Island Escorts
X

Ar C’harton beajour – Mirdi ar c’hartennoù-post

Baod

Ethnologie - Histoire
Le Carton Voyageur - Musée de la carte postale

Er mirdi-mañ ez eus un dastumad souezhus a gartennoù-post. Drezañ e c’haller beajiñ e-maez an amzer a-dreuz Breizh, eus ar bloazioù 1900 d’an deiz hiziv. Gant ul leurennadur etreoberiat hag a vesk ar muzik, ar sonioù, ar skeudennoù hag ar videoioù, ar C’harton beajour a bed ac’hanoc’h da bourmen e « Breizh daou du ». Testoù eus buhez hon hendadoù eo ar miliadoù a weledvaoù hag a skeudennoù eus ar vuhez pemdez paket da viken gant ar boltredourien, hag ivez an tammoù skridoù eskemmet etre an dud. Evit ar re a bep seurt oad eo ar mirdi-mañ : sot e vo ar re yaouankañ gant al levrig-bizitañ hag ar gwikefreoù liesvedia, tra ma chomo pelloc’h ar re vras dirak ar c’hartennoù-post hag an traezoù diskouezet. Ha pa vefe 30 munut, 1 eur pe un endervezh dirazoc’h, e c’hall ar mirdi bezañ gweladennet diouzh ho c’hoant : meur a droiad-bizitañ a ginniger deoc’h.