Best NYC Escorts/ Manhattan Escorts girllookup.com Long Island Escorts
X

MIRDI AR PALUDOÙ-HOLEN

Bourc'h-Baz

Ethnologie - Histoire - Beaux Arts
Le Pays du Sel, Saillé, huile sur toile, 1904, Victor-L. Richard (1848-1914). Collection Musée des marais salants

Ur mirdi a zastumadoù hag ur greizenn-displegañ eo Mirdi ar Paludoù-holen, 9000 pezh ennañ. Dastumadoù tudouriezh ha gwiadoù, skeudennoù, dastumadoù an arzoù-kaer hag an arzoù-kinklañ hag ivez moullskridoù ha dorn-skridoù orin, a ya d’ober e zastumadoù.

800 m2 a ya da ober al lec’h da weladenniñ, e-barzh sanailhoù holen kozh hag a oa bet azasaet ouzh  ar mekanikerezh industriel en XIXvet kantved, ur burerez-holen estlammus ennañ. Mont a ra ar sanailhoù-se d’ober, evit glad paludoù Gwenrann, ur skrin hag a glot penn-da-benn gant ar palioù a zo gant ur mirdi dastumadoù tematek a-fet skiant, sevenadur ha talvoudekaat. Ober a reer anaoudegezh gant ar pep pennañ eus ar paludoù-holen, penaos ez eont en-dro, ar pazennoù bras en o istor adalek an deroù betek fin an XXvet kantved.

Kendivizout a ra an traezoù arouezius eus ar paludoù hag an dastum holen e Gwenrann, hag a c’hall bezañ bras-mat a-wechoù, gant an teulioù, ar stignadoù liesvedia hag ar c’hoarioù etreoberiat. Diskouez a reer sevenadur ar baluderien hag an dud all eus ur gevredigezh troet war-zu ar paludoù-holen dre an dilhad gouel hag an dilhad labour, an arrebeuri hengounel ha traezoù ar pemdez. A-geñver d’an dastumadegoù-se ez eus bet lakaet oberennoù gant al livourien a daolenne Breizh en XIXvet hag en XXvet kantved hag eñvorennoù evit ar pratikoù a zeue da gouronkañ er mor. Adskoulmañ a ra ar mirdi gant e wrizioù en XIXvet kantved : e Bourc’h-Baz e oa bet krouet unan eus ar pemp mirdi tudouriezh kentañ a oa bet savet e Frañs er mare-se.

Abadennoù evit an holl ha diskouezadegoù berrbad, digor d’ar glad rannvroel ha da sevenadurioù an holen, zo programmet a-hed ar bloaz evit kaout plijadur o welet traoù dianav ha war un dro bezañ fromet a-nevez bepred.