Best NYC Escorts/ Manhattan Escorts girllookup.com Long Island Escorts
X

Ekomirdi Eusa

Eusa

Ethnologie - Biodiversité
  • Écomusée d'Ouessant. Photo : Albert Pennec
  • Écomusée d'Ouessant. Photo : Albert Pennec
  • Écomusée d'Ouessant

Penaos e vever war an inizi ? Gant petra en em vager ? Penaos e pourchaser dour, tredan ? Respontoù kizidik ha bev a vez roet d’hor goulennoù diwar-benn ar vuhez war an inizi gant an ekomirdi. Ne zeskriver ket an endro-se, bevañ a reer anezhañ. Azezañ ouzh taol en unan eus an tiez-se, kozh meur a gantved, soñjal e tihuner en ur gwele-kloz livet-flamm, ober war-dro un tropellad  deñved Eusa, gouennoù saout pe kezeg ha ne gaver nemet en Eusa, kemer perzh er “goursez”, e kaozeadeg ar merc’hed chomet en aod, ma stager gant un nebeud kanaouennoù brezhonek a-wechoù… Hag ivez kuitaat an enezenn evit mont da vartolod er Morlu pe er verdeadurezh kenwerzh. An ekomirdi kentañ digoret e Frañs eo ekomirdi Eusa, digoret e 1969, e kalonenn Park an Arvorig. Kendelc’her a ra gant e gefridi : mirout ha treuzkas memor bev an enez… ha kinnig a ra deomp bevañ asambles un tamm eus buhez an inizi.

Gant an arload «Bevit an Arvorig» e c’hallit ober anaoudegezh gant istor dec’h hag hiziv an enez. Heñchet e vezit gant testenioù annezidi hag obererien ar vro, e pleg ho skouarn. Ganto e rit anaoudegezh gant gwenodennoù an enez. Ne vo ket disoñjet ar bourmenadenn-se ganeoc’h ! Da bellgargañ digoust war App Store ha Google Play. Gant ar «sac’h-kein avantur» e c’halloc’h bevañ ur gwir avantur hoc’h-unan gant ho familh ha diskoachañ ur sekred bennak eus an enez !