Best NYC Escorts/ Manhattan Escorts girllookup.com Long Island Escorts
X

Mirdi ar Vro Vigoudenn

Pont-'n-Abad

Ethnologie - Histoire - Château
Musée bigouden

Mirdi a gevredigezh, dastumer memor(ioù), mirour glad, difreter identelezh, klasker war an dudoniezh, brouder darvoudoù sevenadurel… Mirdi a Vro Vigoudenn a zigor dorioù ar memor bigoudenn, hini ar Vro Vigoudenn, e penn ar bed ha koulskoude e kalon sevenadur Breizh.

Dec’h evel hiziv, sevenadur ar Vro Vigoudenn a zalc’h da vezañ ur sevenadur a vremañ. A-hed salioù Kastell Baroned ar Pont en em ziskouez, dre an dastumadoù koefoù ha dilhad, an tiez-annez, an eñvor eus an deizioù-gouel hag an deizioù-labour.

An diskouezadegoù-pad, e salioù bolzet ar c’hastell, a laka war-wel, bep bloaz, al labour enklask pleustrek kaset gant skipailh ar mirdi : ar merc’hodennoù, al liammoù etre gizioù kêr ha gizioù ar beizanted, mare an Arzoù-Kinklañ, «ergerzherien» ar Vro Vigoudenn, keal ar folklor, Mathurin Méheut hag ar gwiad, Edouard Doigneau ha gizioù ar vugale…