Best NYC Escorts/ Manhattan Escorts girllookup.com Long Island Escorts
X

Mirdi Istor hag Arkeologiezh – Kastell Gailhard

Gwened

Histoire - Archéologie - Préhistoire - Château
Musée d'histoire et d'archéologie, Ville de Vannes

Ouzhpenn bezañ en ur savadur rummet, ar Mirdi istor hag arkeologiezh a ziskuilh an traezoù kentañ eus istor mab-den en departamant. Hervez urzh an amzer, eus ar Paleolitik d’ar mare galian-ha-roman, ouzhpenn 700 a draezoù a gas ac’hanomp war roudoù sevenadurezhioù kozh o deus merket ar Mor-Bihan ha Breizh. Er mirdi e kaver pezhioù ha n’o deus ket o far er bed a-bezh, bet dizoloet, da skouer, e lec’hiennoù neolitek meur ar Mor-Bihan : Karnag, Lokmaria-Kaer, Arzhon-Rewiz, Gavriniz… hag ivez aspadennoù galian-ha-roman dizoloet e Gwened.

E mirdi Gwened e virer hag e tiskouezer ivez dastumadoù Kevredigezh Liesdiskiblezh ar Mor-Bihan : tost da 40.000 a bezhioù zo enno. Fosiloù, maenadoù, louzaouegoù, kregin, evned arallvro, bragerizoù eus Okeania, jarloù-kañv eus bro Kartago peotramant bleiz diwezhañ Gwened !