Best NYC Escorts/ Manhattan Escorts girllookup.com Long Island Escorts
X

Ekomirdi bro-Roazhon

Roazhon

Ethnologie - Histoire - Biodiversité
A. Amet - Écomusée du pays de Rennes

Empennit un diskouezadeg 20 hektar war dreuzoù Roazhon… En Ekomirdi Bro-Roazhon e kavoc’h un ti-feurm ; ennañ e vo displeget deoc’h penaos e oa ar vuhez war ar maez e-pad pemp kantved, an tiez pri, ar boued, produoù al labour-douar, al liammoù etre ar maezioù hag ar gêr vras nes… Hag ar c’hontrol ! E rann al loened en ekomirdi, ur mirva genetek anezhi, e vez diskouezet 19 gouenn vreizhek kozh, eus Yer koukoug Roazhon d’ar c’hezeg pounner a Vreizh. En ekomirdi e kaver ivez un hentad evit ergerzhet ur parkad agronomek meur a gant gouenn frouezh. Diskouez a reer gounezadurioù ha teknikoù kozh : lin, kanab, ed-du, plant boued-chatal, butun, avaloù-sistr, ur gwenaneg… Ur skeudenn eus liesseurted ar vuhez hag eus puilhded ar chemet e teu an ekomirdi da vezañ, a-hed e logelloù.