Best NYC Escorts/ Manhattan Escorts girllookup.com Long Island Escorts
X

Mirdi an Arzoù-kaer e Brest

Brest

Beaux Arts
  • Musée des beaux-arts de Brest
  • Musée des beaux-arts de Brest

Digoret e oa bet mirdi an arzoù-kaer e 1968, e kreiz-kêr Brest, en ur batis eus ar mare ma oa bet adsavet Brest. Dastumet ez eus ennañ 10 000 pezh hep o far, pezhioù arzoù-kaer dreist-holl (livadurioù, kizelladurioù hag arzoù grafek) hag a vez liammet, alies a-walc’h, ouzh ar fed m’eo troet Brest war-zu ar mor.

Bez’ ez eus un arzaoueg ennañ ivez, an hini nemeti e Penn-ar-Bed, a c’haller ganti ober anaoudegezh evit ar wech kentañ gant an « arz er gêr ». En tu all d’an dastumad ouzhpenn 1 100 oberenn (stampoù ha luc’hskeudennoù) a lakaer prestañ, e c’haller ganti, war un dro, klokaat roll an diskouezadegoù kinniget gant ar mirdi ha kaout ur sell war an arz a vremañ.

Eus Piazzetta San Marco, oberenn brudet Canaletto, betek bed difetis Yves Tanguy, eus an taolennoù giz an Nabied gant Paul Sérusier ha Georges Lacombe betek an delwennoù giz Afrika gant Anna Quinquaud… anez ankouaat perokeded Édouard Manet ha liorzh Pierre Bonnard : kit da-heul un hentad hag a dalvez ar boan, kuit a c’hortoz pelloc’h !