Best NYC Escorts/ Manhattan Escorts girllookup.com Long Island Escorts
X

Ekomirdi industriel ar Govelioù

Zinzag-Lokrist

Ethnologie - Techniques
  • Écomusée industriel des forges
  • Écomusée industriel des forges

Deuet e oa govel industriel ar vreudeur Trottier da-heul istor ar bouedvirerezh e Breizh e-kreiz an XIXvet kantved. Staliet e oa war glann zehoù kanol ar Blavezh, ha tapet he doa brud gant kalite he houarn-gwenn hag he houarn moullet.

Pa oa aet an embregerezh familh dindan veli Kompagnunezh ar C’hoaraj Gall, ken galloudus, staliet eus Spagn da Rusia, e oa kresket kalz Govelioù an Henbont ha 3000 labourer a veve diwarno e 1936. Ur gumuniezh virvidik a labourerien a oa o vevañ diouzh lusk he labouradeg betek ma voe serret da vat ar Fornioù Martin e 1966.

Ekomirdi industriel ar Govelioù zo staliet e labourva kozh an taolioù-arnod fizik ha kimiezh war ar metal. Ouzhpenn lec’h ar c’hleweled, pevarzek sal dematek, war tri estaj, a zispleg istor, teknologiezh, tudoniezh… ar greizenn vetalouriezh kozh.