Best NYC Escorts/ Manhattan Escorts girllookup.com Long Island Escorts
X

Mirdi ar Ragistor

Karnag

Archéologie - Préhistoire
  • Musée de Préhistoire de Carnac
  • Musée de Préhistoire de Carnac

E deroù an Vvet milved a-raok J.K. emaomp, ur greizenn vras eo Karnag a-fet galloud ha pinvidigezh. Bouc’halioù bras e maen-jad an Alpoù, bragerizoù levnet o tont eus Spagn kavet e krugell Sant-Mikael…Boemet e vez an dud gant ar pezhioù a-lorc’h ha gant traezoù ar vuhez pemdeziek eus ar mare-se eus an Neolitik. En amzer-hont e oa bet savet ar steudadoù peulvanoù ha taolioù-maen brudet. Bizitañ Mirdi ar Ragistor e Karnag a dalvez kement ha gounit alc’hwezioù al lec’hioù arkeologel niverus eus Breizh, adalek ar Paleolitik betek ar mare galian-ha-roman. Er mirdi-se e kaver unan eus dastumadoù pinvidikañ ar Ragistor en Europa. Ouzhpenn-se ez eo mirva an traezoù a oa bet kavet war al lec’hiennoù o deus brudet hor rannvro. Gantañ e vezit broudet da bourmen etre ar meurvein, da zeskiñ diazezoù ar furcherezh arkeologel, da gemer perzh en abadennoù da ziskouez chemet ar Ragistor, evit kaout ur sell bev ouzh ar mareoù-hont eus istor mab-den, a oa c’hoarvezet keid-all zo hag a zo ken tost deomp koulskoude.