Best NYC Escorts/ Manhattan Escorts girllookup.com Long Island Escorts
X

Mirdi Arz hag Istor

Sant Brieg

Ethnologie - Histoire - Archéologie
©Dominique Morin, Ville de Saint-Brieuc

Studiañ liesseurted hag emdroadur ar sevenadurioù diwar ar maez pe e kêr, eus hon hendadoù pellañ d’an deiz hiziv, klask gouzout hiroc’h diwar-benn ar skeudennoù a grouer hag a zalc’her soñj anezho : setu aze ar c’hefridioù a sevener er mirdi. Eus taolennoù Perrin da blankennoù Lalaisse, dre al levrioù kentañ evit heñchañ an douristed, eus poltredoù Bailly d’ar bruderezh a vremañ, an hentad a gont penaos eo bet savet ar skeudennaoueg-mañ, louc’het en hon daoulagad.

E dastumadoù ar mirdi e weler ivez ar bed ma oa bet krouet ar skeudennoù-se, hini ar c’humuniezhoù tud a vor, labourerien-douar, artizaned pe kenwerzherien. Diskuliet e vez gant traezoù kavet abalamour d’an arkeologiezh dindanvor, gant sternioù gwiader, binvioù, tresadennoù, feilhañsoù ha maketennoù.

Dre e ziskouezadegoù dibad hag e gevelerezh gant ar gevredigezh Lin ha Kanab e Breizh, ar festival Art Rock, pe Dalc’had rannvroel an arz a vremañ e Breizh, e c’haller ober ur « c’hammed a-gostez » hag a ro ur sell nevez-flamm deomp.